Lannuon-Treger Kumuniezh zo un diazezadur publik a genlabour etrekumunel (DPKE), a vod abaoe 2017, 57 kumun, 118 000 a dud enne.
An tachennoù plediñ
Beli he deus ar Gumuniezh war veur a dachenn gant ar pal ober bepred evit ma vo aesoc’h-aesañ bevañ ha labourat e Bro-Dreger
Diorren ekonomikel
- An diorren ekonomikel
- Ar sikour d’ar c’henwerzh lec’hel
- An deskadurezh uhel, an enklask hag an neveziñ
- Brudañ an touristerezh – dre ofis touristerezh ar gumuniezh (OTK)
Ar fiñvusted hag ar vonedusted e Lannuon-Treger Kumuniezh
- Ar modoù treuzdougen
- Aozañ takad ar Gumuniezh
- An hentoù hag ar parklec’hioùmat evit ar Gumuniezh en he fezh.
- Ar pourvezadurioùevit ar rouedad hentoù-houarn e-barzh an tiriad (kempenn trowardroioù an tiez-gar)
- Aozadur niverel takad Lannuon-Treger Kumuniezh
Annezioù ha kenskoazell
- An ober sokial mat evit ar Gumuniezh en he fezh
- Politikerezh evit ar c’hêrioù er gumuniezh
- Kempouez sokial al lojeiz
- Al leurioù-degemer evit ar gantreerien
- Ar vugaligoù, ar vugale, ar yaouankizoù (KOSE)
- An aveadurioù hag ar servijoù sport ha sevenadurel mat evit ar Gumuniezh en he fezh
- Al lec’hioù Frañs Servij ha Tiez servijoù d’an dud (TSAT)
- An Tiez-yec’hed
An treuzkemm a-fet ekologiezh hag endro
- Gwareziñ ha lakaat an endro hag an endro-bevañ war-wel
- Merañ ar meteier dour ha dizarbennan dourioù-beuz (MEMDODD)
- Dizarbenn ha merañ al lastez-ti
- An dour hag ar yac’husaat
An ensavioù politikel (ar gouarnerezh)
Levezon o devez divizoù an Tolpad war ho puheze pemdez. Kement diviz kemeret gant ar C’huzul-kumuniezh a vez prientet en a-raok en ur mod resis, gant kendivizoù ha prederi.
Ar C’huzul-kumuniezh
Kuzul-kumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh a vod 85 a guzulierien-kumuniezh titlet ha 47 a guzulierien-kumuniezh eilerien, dilennet diouzh ar mouezhiañ hollek eeun da-geñver an dilennadegoù-kêr. Niver ar guzulierien-kumuniezh zo diouzh niver annezidi pep kumun, Dasparzhet e vezont en ur mod « kenfeuriek hervez ar geidenn uhelañ » Bez e vez un dileuriad d’an nebeutañ evit pep kumun. Gant ar C’huzul e vez dilennet ar prezidant, ar 15 besprezidant hag an 9 ezel-pad ac’h ay d’ober Burev Seveniñ Lannuon-Treger Kumuniezh.
Ar Burev Seveniñ
Darn eus an divizoù merañ pemdez a vez fiziet gant ar C’huzul-kumuniezh er Burev Seveniñ. Ar Burev zo un ensav kendivizouta vod ar prezidant, ar vesprezidanted hag an izili-pad dilennet. Bodet e oa bet 34 gwech e 2022. Ar Prezidant a zo karget war-dro melestradurezh an diazezadur ha lakaat ar statudoù da dalvezout. Bleinañ a ra an ensavioù ha lakaat a ra seveniñ an divizoù.
Ar Bodadoù tematek.
Ar bodadoù tematek zo lec’hioù titouriñ, kendivizout, prederiañ , kinnig ha heñchañ diwar-benn an holl demoù liammet ouzh o zachennoù. Studiañ a reont dreist-holl warar poentoù laket war roll labour ar C’huzul-kumuniezh. Enne e vez bodet etre 27 ha 42 ezel.
Setu an 8 bodad tematek:
- Aferioù hollek
- Ekonomiezh
- Servijoù d’an dud
- Fiñvusted hag energiezh
- Endro, hin
- Sevenadur, glad hag aveadurioù sport
- Aozañ an tiriad, kêraozañ hag annezañ
- Bro-Dreger, diaweladoù